Ur ganerez yaouank eus Kreiz-breizh
Ur sell disheñvel war ar c'han e Breizh
Ur vouezh nevez da glevet
Santidigezh e-leizh
Ganet eo bet Kaelig e Kreiz-Breizh e 1988 en ur familh stummet gant ar brezhoneg hag ar vro. Gant-se he deus klevet tonioù ha sonioù kozh an terouer a-hed he bugaleaj, hag eo aet war roudoù he zad-kozh Sam Poupon, ur c'haner ha soner eus kostez ar Faoued (56).
Da 12 vloaz, kanañ a dro tamm-ha-tamm da huñvre eviti. Da 17 vloaz e ya da zeskiñ kanañ aketus gant un den a vicher.
E 2012, kaset da benn ganti he studioù war ar spagnoleg, eh eo santimantet da adgweañ ar c'hevreoù gant ar brezhoneg hag ar vro. Abaoe eh eo sorc'hennet da zelc'hen d'he daou soñj war ar memes tro. Diouzh un tu en em lak da ganañ ar sonioù bet kanet pe skrivet gwechall gant he zad-kozh; diouzh an tu all, e penn kentañ 2013 e tremen c'hwec'h miz e Roazhon evit gwellaat he brezhoneg.
E miz Kerzu 2014 e c'honez an Défi Bro Gozh, un taol-striv lañset gant France 3 evit freskaat tress ar ganenn gozh.
Da selaou...
3 c'hanaouenn enrollet e miz Du 2012, gant
Jonathan DOUR (arrangements, cordes)
Guillaume LANCOU (Piano)
Dylan JAMES (Contrebasse)
Ur ganaouenn hengounel eus Kreiz Breizh, war un ton eus Langoned.
Gwerz a-wezhall, kanet gant ar c'hoarezed Goadec, Denez Prigent...
Kanaouenn skrivet gant ma zad-kozh, Sam Poupon.
Video taol-striv Frañs 3:
Bro gozh ma zadoù
Bod Kelenn Production
Aet eo ar maout gant Kaelig en Défi Bro Gozh! Skoazellet eo bet gant Bod Kelenn Production evit sevel he c'hlip kentañ, ur gevredigezh nevez evit lakaat ar brezhoneg war wel.
Ar skipailh:
Jonathan DOUR: Violon et arrangements Floriane LE POTTIER: Violon
Mathilde CHEVREL: Violoncelle Antonin VOLSON: Contrebasse
Camille LE PENNEC: Captation et montage Caroline BOYER: Lumière
Kaelig hag an Défi Bro Gozh kinniget gant Frañs 3, eus an disoc'hoù betek tro ar bed.
Chomit e darempred!
Lakait hoc'h anv evit kaout Newsletter Kaelig hag an titouroù diwar-benn ar sonadegoù, ar bladenn...
Kaelig zo war Facebook hag e c'hellit rannañ al lec'hienn gant ho mignoned! Trugarez!
Deuit e darempred ganeomp evit aozañ ur sonadeg, un atersadenn...
O prientiñ sonadegoù er chapelioù emaomp evit an Hañv!